C’hoariet e vo ganeomp abadenn divyezhek Pa gouezh ar mogerioù
D’ar 5 a viz du da 3e d’abardaez e Sant-Martin-war-ar-Maez er Roudour.
D’ar 6 a viz du da 8e noz e Brest er Maquis, evit klozadeg festival #Obliques.
Reiñ a ra komedianed ar strollad da glevet un destenn savet gant Mélanie Giotto ha Béatrice Bazin a ziwar atersadennoù liesseurt bet graet ganto war tem an emdroadur hiniennel.
Gant: Mélanie Giotto, Anaël Guyomarch, Loic Jade, Isabelle Leal, Mai Lincoln, Liza Le Ber, Laors Skavenneg ha Iona Gauchet.