Sinifi a ra anv Paritito kement ha Kae betek penn da raktresoù! Kred ober!, hag hon kompagnunezh c’hoariva zo laouen da lakaat an dra-se da c’her stur.
E Penn-ar-Bed emaomp staliet, ha labourat a reomp e brezhoneg. Hon krouidigezhioù a ra gant gallegoù du-mañ kement ha brezhonegoù ar vro, o vont d’un eil yezh d’eben evel ma reomp en hon buhezioù gwir.
Bodañ a ra Paritito komedian.ez.ed liammet gant ar c’hoant c’hoari gerioù gwirion, re hor gwirionezioù deomp. Dibunañ a reomp un doare teatr diazezet war ur selaou dreist-aketus, ha red ar c’homzoù divoutin. Kinnig a reomp e kredfemp en em welout, klevout an eil re ar re all.
Ha n’eo ket hen ober evit ober van. Hen ober da vat ne laromp ket!
An aked a c’hortozomp digant ar publik a zeu neuze e-giz un heklev d’ar c’homzoù gwirion a ya d’ober danvez ar skridoù, un heklev d’ar selaou a reomp ouzh ar gomedian.ez.ed hag ouzh hini ar gomedian.ez.ed kenetrezo.
Dre an teatr-mañ e sav ur goulenn ennomp : piv omp-ni, maouezed, brezhonegerien, tud distabilaet, breskaet, divroet, an holl ac’hanomp ha ne vezomp ket kaset gant tizh bras an doare nemetañ da soñjal, tizh ar muiañniver ? Piv omp-ni, e vez graet ac’hanomp “an dud” gant an dud?
Evit gouzout hiroc’h:
– Paritito ha gwirioù ar maouezed
– Paritito ha Yezhoù Breizh, un destenn verr a zispleg ar penaos hag ar perak deus hon divyezhegezh.