Krouidigezhioù

Kinnig a reomp div grouidigezh divyezheg e 2016: pezh-c’hoari Privezioù Publik, ha stumm skañv Pa gouezh ar mogerioù. Kendalc’h a reomp ivez ar stummadurioù teatr ar re wasket ivez, e galleg kement hag e brezhoneg. Klikit war un titl aze dindan evit gouzout muioc’h.

Privezioù PublikPa gouezh ar mogerioùTeatr ar re wasket

Diverradenn ar pezh :
Privezioù ez eo ur ger a gas da soñj en dachennoù prevez ha dibublik. Privezioù publiks a zo neuze dioute ur c’hroazh-hent daou du, o vezañ lec’hioù personnel, lec’hioù an tabou hag ar pezh vez da guzhat, pa vezont ivez evit ar maouezed lec’hioù gwir emgav pe tremen dianav. Pep frailhenn zo da gaout er gevredigezh a da vezañ kavet eno ivez : disheñvelderioù yezhoniel, sokial, sevenadurel, disheñvelderioù seksuel ha reizhel. An aon rak an traoù lous, hag ar pezh a weler e-barzh.
C’hwezhioù ar re all.
El lec’h prevez ha publik-mañ, en ur greizenn goñvers lec’h bennak e Breizh, e vez maouezed o tremen, ha e tizoloer an darempredoù etreze. Marjanik, ar plac’h a gempenn al lec’h, a wel pep hini all o tremen: Leila skañv he fenn hag he brozh, hag a zo atav ur ger fentus ganti, Abigaëlle ar werzherez bravigoù a gred ken start barzh ster he labour betek ma ne rafe ket ken… ha Libellule, anat deoc’h! Met deus a belec’h e teu al Libellule-se? Penaos e ra-hi evit bevañ etre maouezed nemetken ? Daoust hag a zo diouti da vat ? Daoust hag ez eo ar maouezed a blij dezhi pe unan nemetken ? Ha livañ gevier a rafe ? Ha dreist-holl, piv a vez o kousket er privezioù da noz ? Piv a leñv a-dreñv an nor ?
An ton realism vurzhudus choazet evit ar pezh a lez sevel fraezh goulennoù politikel diazez. Petra a chom en XXI° kantved deus komzoù ar maouezed kenetreze ? Penaos bevañ hon feminismoù hiriv an deiz ? Petra a chom d’ar maouezed da vevañ hepte ? Penaos e tremen komzoù ar maouezed diwarbenn ar feulsteur ? Evel maouezed, petra hon eus da lavarout ha ne c’hloazfe ket ac’hanomp ? Peseurt lodenn deus hon buhez e vev ar brezhoneg enni ? Prevez pe publik ? Piv a choaz peseurt yezh evit peseurt implij ? Piv a c’hell c’hoazh kemer amzer da selaou ouzh ar re all ? Petra eo deuet hon kengred da vezañ ?
Setu ar goulennoù ne vo ket respontet diouto er pezh.
Peogwir petra soñj deoc’h, tudoù ? … e vo kavet diskoulmoù evidoc’h hep ma rafec’h seurt ?

 

 Pellgargañ an doser skignañ e pdf

Testenn divyezheg gant Mélanie Giotto

Aktourezed : Anael Guyomarc’h, Iona Gauchet, Mai Lincoln, Mélanie Giotto, Tifenn Lineatte, Géraldine Le Marrec

Leurenniñ ha ren komedianezed : Strollad Paritito, Véronique Hélies ha Laors Skavenneg

Treuzkas komzoù: Mélanie Giotto

Dañs a-vremañ: Mélanie ha Julie Jouitteau

Krouidigezh son: Laors Skavenneg

Gant mouezhioù mesklet  :
Béatrice Bazin, Mona Caroff, Pauline Daniel, Laetitia Fitamant, Sarah Floc’h, Virginie Fromentin, Mélanie Giotto, Véronique Hélies, Céline Hervier, Yeun Lagadeg, Laors Skavenneg, Géraldine Marrec, Marijo Mellouet, Anne-Sophie Le Gall, Solène Le Gal, Catherine Le Dantec, Thierry Le Dantec, Isabel Pineau, Johanna Politi, Héléna Prigent, Anjela Stephan, ha Domitille Tap.

Reji son: Kristen Falc’hon, Laors Skavenneg

Krouidigezh gouleier: Stéphane Leucart

Kinklañ: Emile Gwegen

Ustitlañ: Mélanie Giotto, Virginie Fromentin

Skritell : Stéphanie Doroche

 

Pellgargañ an doser skignañ e pdf

 

Agenda ar grouidigezh

18 a viz meurzh 2016 adabadenn gentañ e Douarnenez
4 a viz gouere 2015 abadenn gentañ en Eskibien
1-3 a viz gouere 2015 krouidigezh sklerijenn en Eskibien
22-30 a viz even 2015 residañs krouidigezh e chapel Derezo e Brest
18 a viz mae 2015 lennadenn publik ha digoradur e teatr forum
7-10 a viz mae 2015 residañs krouidigezh e Montroulez: lennadenn ha forum
16-27 a viz meurzh 2015 residañs krouidigezh e Kemeneven
28 a viz c’hwevrer 2015 enrolladeg ar mouezhioù

Reiñ a ra komedianed ar strollad da glevet un destenn savet gant Mélanie Giotto ha Béatrice Bazin a ziwar atersadennoù liesseurt bet graet ganto war tem an emdroadur hiniennel.

Petra a c’hoarvez ennomp-ni pa greskomp, pa’z eomp er-maez deus ar voestigoù strizh omp da vezañ desavet enno? Pa teu stankoc’h hon frankiz? Pa c’hoarzhomp o kompren en ul luc’hedenn hon doa abaoe pellig amzer ur gwel brav war ar mor hep gouzout deomp? Penaos e c’hell an den en em zresañ? Penaos e teu deomp ar momedoù emdreiñ , pa c’hell ur ger, ur jestr, ur son mouezh touchañ ac’hanomp betek lakaat ac’hanomp da cheñch hon buhezoù, hon c’hoantoù, hon sell war ar bed? Daoust hag e c’hellomp reiñ da gompren an dizoloadennoù-se d’un hinienn all? Daoust hag e c’hellomp boutañ anezho ha profañ anezho d’unan all ? Daoust hag e c’hell an den kavout dafar emsevel e-barzh istorioù ar re all? Ha possupl ez eo lakaat tizh war al lusk kreskiñ?

Gant: Mélanie Giotto, Anaël Guyomarch, Loic Jade, Isabelle Leal, Mai Lincoln, Liza Le Ber, Laors Skavenneg ha Iona Gauchet.

20 a viz even 2014 Ruz Boutou e Kemper (c’hoari da souten strollad Gast)
25 a viz Here saloñs al levrioù er Glenmor e Karaez (festival C’hoariva)
13 a viz meurzh 2015 Ti ar sonj e Lokorn
24 a viz mae 2015 Ferm ar Meot e Loperhet (festival Petra eo ar sinema-man? aozet gant Canal Ti Zef)
24 a viz Here 2015 Chez Cathy e Penmarc’h (bilhed blog ha fotoioù)
02 a viz ebrel 2016 Fest Babel e Douarnenez, aozet gant kevredigezh rhizomes
09 a viz mae 2016 abadenn war ar prim e nuitdebout Kastellin
> miz du 2016 festival #Obliques e Brest
[

/su_column]

Kas a reomp foromoù teatr gant teknikoù Augusto Boal (c’hoariva ar re wasket).

An abadenn diwezhan a zo bet kaset e MJC Montroulez d’an 18 a viz mae.

Kinnig a reomp ingal stummadurioù war teknikoù an teatr forum, e galleg kement hag e brezhoneg.

 

StageDu théâtre forum paritcipatif avec C'hoariva

Comments are closed