Krouidigezhioù

Div grouidigezh a ginnigomp e 2020: pezh-c’hoari Partie pour rester, e galleg, ha stumm divyezheg Pa gouezh ar mogerioù. Klikit war un titl aze dindan evit gouzout muioc’h.

Partie pour resterPa gouezh ar mogerioù

Diverradenn ar pezh-c’hoari:

Un istor karantez eo ar pezh-mañ, hag ivez livaj un divroañ, gant nerzh ar vuhez hag ar joa.

Bloavezhioù war-lerc’h divroadeg he familh e tistro ur vaouez yaouank da Vreizh, bro he mamm.
E-touez hec’h envorennoù plac’hig e klask gouzout gant teneridigezh penaos o deus he zud kemeret an diviz da zivroañ, evit gellout achap a-ouennidigezh mougus ar bloavezhioù ugent. Gant nerzh ha kalon, e klask adkavout ar vro-se lec’h m’eo bet ganet, met hag a zo aet pell he yezhoù diouti. Redek a ra war-lerc’h tasmant he mamm ne chom ket met he levrioù dezhi.  Daoust hag e oa aet kuit he zud da wareziñ he dazont dezhi?  Peseurt plas he doa e-barzh o c’harantez? Penaos o deus gellet tec’hout, ha n’eo ket en em gannañ evit gwellaat stad an traoù? Penaos e tiviz unan divroañ? Betek pelec’h ez eo dav chom en desped d’an dañjer? Petra a chom diouzhomp en harlu? Daoust hag e kav an den e frankiz o vont kuit?

Ha tec’hout, pet gwech ‘vez d’ober?

>>>>> Degemeridigezh er mediaoù

Testenn gant Mélanie Giotto

Leurenniñ ha ren komedianezed : Iona Gauchet, gant souten ar burev arzel

Aktour.ezed : Katell Kloareg, Anael Guyomarc’h, Quentin Morvan

Seno: Mélanie Giotto ha Iona Gauchet, deuet da wir gant ar burev arzel ha Guillaume Castel

Krouidigezh gouleier: Stéphane Leucart

Krouidigezh son: Laors Skavenneg ha Iona Gauchet

Gant mouezhioù mesklet :

Marie-Hélène Guern, Laors Skavenneg, Thierry Machard, Anne-Marie Guegen, Emile Guegen, Sabine Pichon, Hélène Clairet Boucher, Karene Messager, Laetitia Fitamant, Brigitte Kloareg…

Reji son: Kézia Bourbon

Krouidigezh video gant Mai Lincoln ha Quentin Morvan

Padelezh: 1e30

Reiñ a ra komedianed ar strollad da glevet un destenn savet gant Mélanie Giotto ha Béatrice Bazin a ziwar atersadennoù liesseurt bet graet ganto war tem an emdroadur hiniennel.

Petra a c’hoarvez ennomp-ni pa greskomp, pa’z eomp er-maez deus ar voestigoù strizh omp da vezañ desavet enno? Pa teu stankoc’h hon frankiz? Pa c’hoarzhomp o kompren en ul luc’hedenn hon doa abaoe pellig amzer ur gwel brav war ar mor hep gouzout deomp? Penaos e c’hell an den en em zresañ? Penaos e teu deomp ar momedoù emdreiñ , pa c’hell ur ger, ur jestr, ur son mouezh touchañ ac’hanomp betek lakaat ac’hanomp da cheñch hon buhezoù, hon c’hoantoù, hon sell war ar bed? Daoust hag e c’hellomp reiñ da gompren an dizoloadennoù-se d’un hinienn all? Daoust hag e c’hellomp boutañ anezho ha profañ anezho d’unan all ? Daoust hag e c’hell an den kavout dafar emsevel e-barzh istorioù ar re all? Ha possupl ez eo lakaat tizh war al lusk kreskiñ?

Gant: Mélanie Giotto, Anael Guyomarch, Mai Lincoln, Iona Gauchet, Loic Jade, Isabelle Leal, Liza Le Ber, Laors Skavenneg…

20 a viz even 2014 Ruz Boutou e Kemper (c’hoari da souten strollad Gast)
25 a viz Here saloñs al levrioù er Glenmor e Karaez (festival C’hoariva)
13 a viz meurzh 2015 Ti ar sonj e Lokorn
24 a viz mae 2015 Ferm ar Meot e Loperhet (festival Petra eo ar sinema-man? aozet gant Canal Ti Zef)
24 a viz Here 2015 Chez Cathy e Penmarc’h (bilhed blog ha fotoioù)
02 a viz ebrel 2016 Fest Babel e Douarnenez, aozet gant kevredigezh rhizomes
09 a viz mae 2016 abadenn war ar prim e nuitdebout Kastellin
> miz du 2016 festival #Obliques e Brest

Comments are closed.