Paritito ha yezhoù Breizh

Perak dibab ha krouiñ testennoù divyezheg?

Div arguzenn bennañ, emren an eil d’eben, a ra da b/Paritito implij galleg ha brezhoneg mesk-ha-mesk.

Da gentañ hon eus ezhomm bezañ skeudennet en arz, evel ma’z’omp, da laret eo tud divyezhek, en o aez gant, da nebeutañ, div yezh ha n’int ket liammet d’ar memes tachennoù frommel ha sokial anezho. Krediñ a reomp ivez ez eo an divyezhegezh radikal (an hini tammoù brezhoneg unyezhek e-barzh) un doare da zesachañ tud nevez betek ar yezh, hag un doare deomp da vevañ aesoc’h hon brezhoneg e tachennoù sokial liesseurt.

I. Gellout kaozeal diwar-benn hon gwirionez pemdeziek

Mont da welout abadennoù e brezhoneg dic’hallekaet a ra vad d’an den p’en deus c’hoant aveliñ e benn diouzh bed unyezhek ar galleg e pep lec’h. Paz kentañ ur politikerezh yezh a zo, anat eo, gwareziñ ar c’hrouiñ unyezhek er yezh. Met chom asav war-se a zo enepefedus dre ma ne zalc’h ket e kont ur boan liesbevet er vro, hag a grign tamm ha tamm kalon an dud.

695px-Push_Hands-close_upO tont er-maez deus ar sal c’hoariva, penaos liammañ ar vuhez hollvrezhonek hon eus arvestet-ni a-bell, difiñv er sal zu, hag hon buhez gwir, ken gwir hag ar glav a gouezh warnomp diouzhtu rik o tremen dor ar c’hoariva ? Lezet ‘vezomp disoberiant, hon-unan, o poaniañ da lakaat brezhoneg war ar pemdez, pep hini o soñjal e ra gwashoc’h eget egile, a-fed tachenn komz, a-fed live yezh, hag all… Pe, evit an dud troet kentoc’h d’an eürusted, o tivizout e ra vad gwelout er c’hoariva ar pezh zo didizapl er vuhez, un doare faltazi a zo plijus da welet met distag tre ouzh bed gwirion… ar galleg.

An islonk etre an unyezhegezh vrezhonek hag hon buhez gwir a zo arvarus ha poanius. N’eus ket met poan ha disoñj da deurel e-barzh. Ha c’hoazh hag adarre omp diwel ha diglev, e bed ar galleg kenkoulz hag e bed ar brezhoneg. C’hoazh hag adarre e chomomp-ni treuzwelus, evel pa ruilhfe an istor warnomp hep mirout roud ebet deus hon gwirionezioù. Ni, brezhonegerien war ar pemdez, hejet-dihejet d’un eil yezh d’eben, hag a glask sevel ur gevredigezh doujus d’an holl. Ni hag a gar tud unyezhek all, hag a grou liammoù ganto e galleg, hag a zigor o bed war doareoù all, hag a glask saveteiñ ac’hanomp tout diouzh sevenadur ar ghetto. Testennoù unyezhek krenn, ha pa vefent ustitlet en ur yezh all, a chom berr da gontañ hon buhez gwir. Brezhonegerien a-vremañ a zo gwriet o buhez gant tachennoù unyezhek galleg, reoù all unyezhek brezhoneg ha tachennoù divyezhek dre ret. Tud yaouank pe tud kozh a-vihanig, ar re muiañ asur war o yezh, a cheñch yezh e-korf ar memes frazenn a-wechoù, ha gant joa c’hoazh ! Mestr int war an danvez, ha n’o deus ket aon ! E plegoù ar cheñch-kod-mañ (code-switching) an hini eo ec’h ezteulomp neuze hon darempredoù gant ar feulster, ar sevenidigezh, an deskadurezh, ar frommoù, ar garantez, ar galloud, al live sokial e kredomp zo d’ar re all, ha kalz muioc’h c’hoazh (diglosi).

Privezioù publik, senenn I
ABIGAËLLE : Prop, kwa. Mah bon. N’eo ket memestra. Me gav hirrrrr ma amzer, Marjanik, ma ouifes. Oh je m’ennuie, si tu savais comment je m’ennuie.
MARJANIK, lentig: T’as pas besoin de traduire, tu sais. Je parle un tammig, memestra. C’est mieux en breton, il faut que j’apprenne.
ABIGAËLLE : J’avais jamais travaillé dans une galerie marchande.

Skrivañ en ur yezh nemetken hiriv an deiz a dalv koll war tout an traoù pouezus-se hag a ra hon buhez gwir. Penoas kaozeal diouzhomp, eskemm diwarnomp-ni hon unan o nac’hañ hon pinvidigezh yezhoniel ? Chom stag d’ur yezh nemetken a zo un ali vat d’an deraouidi marteze, met deraouidi n’omp ket ! Ne vimp ket kollet o tiskouez hon mod da vevañ, peogwir eo just awalc’h ar pezh a reomp dija.
Ha padal eo ken aes d’ar c’hoariva tapout poltriji an dud, gant doujañs ha resped, ha reiñ anezho da vezañ gwelet d’ar muiañ-niver. Ul levenez ken simpl ha ken denel. Kerzhit e Mongolia – n’eus ket met se a c’houl an dud. Nag arc’hant, na boued, na dilhad a vank dezho kaout. Poltriji a c’houlennont. Da gentañ penn. Poltriji atav. Tra all ebet. En em welout. En em adanavezout. Santout ez eus diouzhomp e-barzh ar bed. Ober goap diouzhomp-ni hon-unan. Dizoleiñ omp brav evel tud. Naon hon eus abaoe ken pell, lakaet strizh ma z’omp etre Yann ar Gall ha Soazig he c’hoef ha tavañcher. Poent bras eo krediñ en em welout.

II. An divyezhegezh radikal

War ul linenn arguzenniñ disheñvel-krenn, e soñj deomp ez eo ivez an divyezhegezh radikal perzh deus ur politikerezh yezhel efedus evit ar yezhoù minorelaet. An dermen radikal a lakomp da dalvezout an troc’h don gant un divyezhegezh kartennbost hag a lakfe ez-ofisiel e vez trawalc’h drailhañ disterachoù brezhoneg diasur – pa vez loargann – evit bevañ divyezhek. Er pezh a heul e vo pouezus mirout e soñj emañ diazezet an divyezhegezh radikal war un unyezhegezh brezhonek yac’h ha bev.

2.1. Nac’hañ d’ar galloud ne dalv ket ket nac’hañ ar galloud

Nac’hañ d’ar plas galloudus en deus ar galleg e Breizh a zo perzh deus strategiezh an emsav gant gwir abeg. Lakaet eo bet ar vrezhonegerien fas d’ur raktres galloudus rakurzhiet a embanne ez ofisiel e oant da steuziañ ar buanañ ar gwellañ. Adkemer ar galloud a c’houlenne neuze en em dermeniñ er-maez deus doareoù soñjal hon gwaskerien («Bezañ a zo diouzhomp er bed forzh petra larfec’h !» / «N’oc’h ket da dermeniñ ac’hanomp !»). 120px-GeminusE-pad pell hon deus nac’het groñs, evit abegoù strategiel, sellout eeun ouzh plas ar galleg, skornet e plas an enebour. Un enebour diabarzh, dre ma oa yezh vamm muioc’h-mui a dud. Lakaat e plas lec’hioù unyezhek er yezh a oa ar pep mallusañ. Gant gwir abeg adarre, hag en un doare psikologel ivez rak an taol a oa ken feuls ha dismantrus er gevredigezh m’hon doa lonket re a zisfiz ouzhomp-ni hon unan. Gellet hon eus bezañ foll awalc’h evit sevel skolioù ha krediñ en dazont, ha gwell a-se.

Traoù ‘zo n’eus ket met tud foll a c’hell dont a-benn d’ober. Gellet hon deus ober-se oc’h embann e vo saveteet ar yezh dre-se, pa glevemp ervat emañ en arvar bras ur yezh, hervez an UNESCO, pa vez skoliataet nebeutoc’h a 30% deus ar vugale enni. Ar strategiezh nac’hañ avat a zo arvarus war an hir dermen evit un abeg a denn d’ar galloud e-unan : nac’hañ ar galloud – nac’hañ ez eus dioutañ – el lec’hioù ma c’hoari da vat, a lak an dud disoberiant a-eneptañ. Mont efedus a enep galloud-mañ-galloud a c’houlenn da gentañ tout (i) adanavezout ez eus deus ar galloud-se, (ii) lakaat gerioù resis warnañ evit (iii) studiañ pizh e zoare da vont en-dro. M’ez eus un dra desket deomp gant teatr ar re wasket ez eo se : al labour dielfennañ ar galloud a zo ur redi diazez evit sevel binviji efedus ha lakaat e plas strategiezhioù en em dennañ.
Perak cheñch strategiezh bremañ, p’hon deus c’hoazh nemet 1,6% deus ar re yaouank dindan 18 vloaz a oar brezhoneg e 2011 ? Peogwir eo cheñchet an endro. Peogwir ez eus bremañ tud yaouank digompleks, frouezh labour tenn ur c’hantved, hag a adskriv an istor. Ma z’omp speredek a-walc’h da dennañ gounid deus an aer nevez a zegasont, ma tigemeromp anezho evel ar vugale bet hon eus desavet a-stroll, e kasint ar yezh kalz pelloc’h eget hon eus gellet ober. Piv en dije kredet bevañ an dra-se dek vloaz ‘zo ?

Staj Piba war teknikoù ar maskl neptu [2014], kaset e galleg gant Lionel Jaffres (Théâtre du Grain, Brest)
« L, 35 bloaz : Tu as dis tout à l’heure que tu jouais en breton ? C’est bizarre, non ?
M, 40 bloaz : Euh… <sourire> Non.
L : … Mais c’est quand même beaucoup des vieux, non ?
M: Regarde ici depuis hier. Il y a la moitié de brittophones, et c’est large les plus jeunes du stage.
L: Arrête, je me sens vieille ! »

Na vezomp ket aonik. Kredomp sellout ouzh ar galloud eeun en e zaoulagad. Ar souezhadenn ‘zo brav : n’eo ket arvarus ober. Ar wirionez a zo bremañ deus hon tu. N’hon eus ket da vezañ foll dre ret ken. Ar wirionez simpl a zo : ar gevier diazez n’eo ket ni a zo azezet warnañ. Krediñ lar ez eo ampechet ar re unyezhek (hag e karomp anezho memestra). Posupl e vez betek bremañ da lodenn vrasañ eus tud unyezhek Breizh bevañ pell deus ar wirionez anat-se : tremen a reont hebiou d’ur binvidigezh joaius a zo un teñzor d’o amezeien. Ar wirionez-se a vez aes awalc’h dezho nebeutaat (en un doare pleustrek, war ar pemdez, o chom hep tostaat re d’un nebeut lec’hioù aes da rakweliñ a-bell). Ar re unyezhek tomm d’ar brezhoneg anezho a c’hell bezañ perzh deus al lodenn-se, abalamour d’ar boan galet e ra dezho gwelout ez eus kement tra a c’hoarvez hepto, pa gredont start e vefent dre familh da vezañ e-barzh. Doare-mañ-doare ghetto ar vrezhonegerien a skoazell anezho en o strategiezh nebeutaat, dre ma lak aesoc’h dezho nac’hañ o c’holl.
Kinnig a reomp un enep-strategiezh diazezet war mammenn puilh hon plijadur deomp-ni, ur strategiezh hag a ra implij deus hon divyezhegezh. Kinnig a reomp degemer ar re unyezhek hegarat en hon touez ha diskouez dezho e c’hellomp-ni eskemm ganto aes (eh ! A-vihanig omp deus ar galleg ivez memestra!). Dalc’het e vo kont deus o ampechamant, ha klasket vo aesaat an traoù dezho – hep kontañ gevier na lakaat anezho da grediñ n’int ket ampechet gant o unyezhegezh. Teknik an damustitlañ, da skouer, dre skeudennoù pe diverradennoù, a c’hell skoazell ar re unyezhek da gompren pezh c’hoarvez. Er vuhez gwir e komprenont ivez diouzhtu ne dapont ket tout ken resis na ken buan evel ar re all (gwir eo ivez er reizhustitlañ, nemet ne vez ket asumet). Teknik an tokarn, gant troourien a labour a-destenn pe war ar prim, a lak anat war wel ez eus tud ampechet ha tud all o skoazell anezho da gemer perzh ar gwellañ ma c’hellont, gant resped evit ar pezh a c’hoarvez. Teknik ar gwriat a c’hell bezañ implijet ivez. E-barzh Pa gouezh ar mogerioù ez eus tudennoù a ro o istor, evel m’eo bet dastumet en atersadenn, e brezhoneg. A-wechoù e vez posupl choaz, en adskrivañ, div pe deir frazenn pe gerioù alc’hwezh a dremeno e galleg. Son a ra gwir d’ar vrezhonegerien boaz da vont d’ur yezh d’eben ma klot reizh gant an dudenn, ha reiñ a ra un nor zigor d’ar re unyezhek. Hervez an distroioù lieseurt hon eus bet war Pa gouezh ar mogerioù, teknik ar gwriat a laosk ar re unyezhek da grediñ da selaou (ha da sellet e fas) ar yezh ne gomprenont ket (« J’avais envie d’être plus avec vous, c’était très frustrant, mais agréable aussi, apaisé. Je me sentais accueillie mais étrangère. », « En breton, on vous écoutait juste par les émotions. C’est sûr que je ne comprenais pas tout mais j’ai aimé », « C’était beau, vous vous parlez vraiment comme ça? »).
An teknikoù-se a zo ivez disheñvel splann d’ar reizhustitlañ klot : an arvesterien ha n’int ket ampechet ne vint ket jahinet o klevout/lenn atav div wech ar memestra diouzh heul bep taol ma klevont ar yezh. A-fed arc’hantaouiñ ez eo da hetiñ e c’hellfemp diorren ur strategiezh a-stroll, a-live ar vro, evit degemer souten a-berzh ar frankofoni.

Strategiezh an divyezhegezh radikal a c’houlenn groñs daou dra evit bezañ efedus:
(1) derc’hel start war ar prantadoù unyezhek brezhonek en testennoù hag er mont en-dro
(2) bezañ dedennus da vat (e nep ster ar ger!)

An elfenn gentañ a zo pouezus tre – krediñ sellout ouzh plas gwir ar galleg a lak splann e c’hell en em staliañ aes e pep lec’h. Eürusamant e vez aes awalc’h d’ober pa vodomp tud a denn plijadur da vevañ er yezh. An dra-mañ a zeu aesoc’h-aesañ gant ar rummadoù nevez deuet (tud a-vihanig asambles gant tud deuet stummet er stummadurioù hir-amzer). An eil elfenn a zo dija labour nep strollad c’hoariva a galite. Traoù ouzhpenn a c’hell skoazell : (i) bezañ sichant, degemerus ha jentil, (ii) diskouez ul labour « seksi », avremañ, gant un implij aes deus an teknologiezhoù nevez, (iii) kaout fent, doujañs ha spered, (iv) bezañ digor war ar bed, awenet gant oberennoù e yezhoù all (saozneg ha spagnoleg, met reoù all ivez pa vez tu), (v) lakaat tud yaouank flamm aes ar brezhoneg ganto war al leurenn, hag e pep lec’h er c’hrouiñ.

Deus an divyezhezgezh radikal d’ar brezhoneg

071228_human_handsHon pariadenn a zo e vo cheñchet penn d’ar vazh pa en do tro un den unyezhek da welet simpl ar pezh a vank dezhañ (o c’houzout ma teu ivez aesoc’h dezhañ dont da zeskiñ d’un tu all). Un eurvezh leun a blijadur mesklet gant dizonidigezh a c’hell pikañ awalc’h unan, en un doare don ha personnel, ma choazo-eñ e-unan kas propagand ar c’hantved paseet da ger disoñj. Ar mennozh n’eo ket dreistordinal : implij a vez graet rik deus an nerzh en doa c’hoariet a-enep d’ar brezhoneg ur c’hantved ‘zo. Kaout kudennoù gant ar brezhoneg a zeu da vezañ ur stigmat sokial, merk tud diwarlerc’h n’eus ket fent ganto ha ne santont ket ar bed o treiñ.

Hon pariadenn a zo ivez e vo aesoc’h hon implij amzer pa c’hellimp pediñ hon mignoned unyezhek da welet ar pezh a reomp barzh lodenn all hon buhez. Degemer o ali, o arc’hant hag o gourc’hemennoù a ra vad ivez d’an den.

Leave a Reply

Your email address will not be published.

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.