Staj C’hoariva forum

O fraoñval emañ c’hoazh presbital kozh Landelo gant an unnek den en em gave e-barzh staj c’hoariva forum Paritito, kenaozet gant C’hoariva e-pad an dibenn-sizhun paseet.

Daou zevezh plijus evit dizoloeiñ teknikoù teatr ar re wasket dre un tem enklask war ar yezh.

Staj c'hoariva Forom e Landelo-2Labouret hon eus gant hon istorioù – dastumet er vuhez gwir – evit respont dar goulenn-mañ: petra eo diaesterioù gwir ar vrezhonegerien hiriv an deiz?

Daoust hag omp lip da implij ar yezh a faot deomp e pep lec’h? Betek peseurt poent? Daoust e chench yezh-mañ-yezh hon darempredoù sokial e keñver ar re all? Penaos? Peseurt mod darempredoù etre ar re a oar hag ar re ne oar ket, pa a oar nebeutoc’h? Penaos deskiñ ar yezh pa ne fell ket d’ar re all kaojeal ganeomp? Ha perak e rafent? Penaos lavarout pezh a vez start d’an den hep mougañ ar re e vez disheñvel o wirionezioù? Penaos plantañ ur yezh dibabet barzh hon buhez en un doare naturel? E peseurt yezh(où) devesel ar vugale? Ha petra gant re an amezeien?
Peadra da vouetañ hon c’hoant da vont pelloc’h gant an danvez…

Boued lipous, massajoù ha yoga: ne oa ket bet disonjet ar c’orf kennebeut all. Mersi da Emmanuelle Eon ha da c’hoariva evit o souten !

 

 

 

poelladenn  war ar prim  war ar prim 2

Leave a Reply

Your email address will not be published. Required fields are marked *

You may use these HTML tags and attributes: <a href="" title=""> <abbr title=""> <acronym title=""> <b> <blockquote cite=""> <cite> <code> <del datetime=""> <em> <i> <q cite=""> <s> <strike> <strong>