galv souten evit Privezioù Publik gant kompagnunezh Paritito

Kompagnunezh Paritito a gas ur goulennaoueg publik souten evit skignañ he fezh-c’hoari Privezioù Publik.

Mont war bajenn Kengo e galleg <<<

Diveradenn ar pezh:Skritell Privezioù Publik - web.jpeg

E-barzh privezioù publik ur greizenn goñvers en ul lec’h bennak e Breizh e kej maouezed ‘zo, ha da gomz. Prest oc’h ? N’int ket maouezed mod kelaouenn Elle, ar re-mañ ! C’hoarzhin, bevañ, dañsal, butuniñ ha stourm a reont kement ha ma zo tu. Komzoù dibosupl vez eskemmet, ha selaouet a-hervez. Ha neuze e teu Libellule. Piv eo ar vaouez-mañ ha petra an diaoulez eo an anv-se da gentañ penn? Penaos e ra-hi evit bevañ e-touez merc’hed hepken ? Ar wirionez eo a vez laret ganti ? Ha dreist-holl, piv a zo o kousket er privezioù ha piv a zo o leñvañ a-dreñv an nor ?

Testenn : Mélanie Giotto

Leurenniñ ha ren aktourezed: Véronique Hélies ha Laors Skavenneg

Krouidigezh gouleier : Sabine Hulin

Kinklañ: Emile Gwegen

Skritell ha danvez sell : Stéphanie Doroche

O c’hoari: Anaël Guyomarc’h, Bleuenn Raynaudon, Tifenn Lineatte, Mai Lincoln, Stéphanie Coquillon.

Fentus ha don eo ar pezh, lusk, ha kalon gantañ, gant nerzh emfrankiz ar merc’hed oc’h aveliñ ar gerioù. Skrivet eo e brezhoneg hag e galleg ar vro, an tudennoù o vont d’un eil yezh d’eben evel er vuhez gwir. Un ustitlañ e galleg a vo kaset e-pad an abadennoù. Ul lennadenn a zo bet d’ar pezh-c’hoari d’an 18 a viz mae e Montroulez, ha pase-tomm eo bet degemer an arvesterien. Echuiñ a rimp er miz-mañ gant div sizhunvezh krouiñ e Brest, araok kas an abadenn gentañ d’ar 04 a viz gouere en Eskevien (Esquibien).

resi-dans-Priveziou-Publik-  aktourezed-Priveziou-Publik  Skavenneg-Helies-residans-paritito

Mont war bajenn Kengo e galleg <<<

Penaos e vo implijet an arc’hant ?

An arc’hant a vo implijet evit paeañ an dud a-vicher o deus labouret evit leurenniñ ar pezh-c’hoari ha krouiñ ar c’hoari gouleier (3 000 €). An dafar evit ar c’hinkladurioù (650 €) hag ar skignañ (krouiñ ha moullañ ar skritell : 950 € ) a vo paeet gant an arc’hant-se ivez.

Ha sikouret eo Paritito dija ?

Daoudu eo ar respont:

Ya, rak sikouret omp bet gant div gompagnunezh a-vicher o deus furmet deomp o salioù gant ur priz izel evit ma c’hellfemp labourat war ar pezh (Trugarez deoc’h Tro-Héol ha Dérézo!) Ur souten bras hon eus bet a-berzh ur rouedad tud kengred (ul lec’hienn internet digoust, lojeiz ha dafar prestet digoust…) hag izili ar gompagnunezh (roet ouzhpenn 4000 € ganto en holl).

N’eo ket, peogwir n’hon eus resevet gweneg publik ebet en desped d’hor gwellañ strivoù war ar goulennoù yalc’hadoù.

Da betra e servij ma road ?

Tra pe dra c’hoarvezfe e vo kaset strollad Privezioù Publik-1 copiewar al leurenn Privezioù publik d’ar 4 a viz gouere en Eskevien goude ur prantad krouiñ 15 devezh ouzhpenn e Brest. Fier ha laouen omp dija o kas ar raktres-mañ betek penn. Ma ne gavomp sikour ebet e vimp rediet ober dlee hon unan evit paeañ an dud a-vicher, ha dibosupl e vo deomp arc’hantaouiñ ar skignañ da c’houde. Privezioù publik a chomfe un avañtur brav … d’ar re o do bet ar chañs da welet ac’hanomp d’ar 4 a viz gouere !

Ma vimp sikouret e c’hellimp labourat war ar brudañ ha treuzkas al labour bet graet ganeomp e-pad 2 vloaz. Evit hor brasañ plijadur ‘vefe, dre ma soñj deomp bezañ kaset ul labour arzel ha keodedel a galite.

 

Dougerezed ar raktres

Anv ar gompagnunezh, Paritito, a dalv kement ha Kae betek penn da raktresoù!, ha se an hini emaomp oc’h ober just awalc’h, gant ho sikour. E Penn-ar-Bed emaomp staliet, ha labourat a reomp e brezhoneg. Hon krouidigezhioù ra gant gallegoù du-mañ kement hParitito girlsa brezhonegoù ar vro, o vont d’un eil yezh d’eben evel ma reomp en hon buhezioù gwir. Bodañ a ra Paritito komedian.ez.ed liammet gant ar c’hoant c’hoari gerioù gwirion, re hor gwirionezioù deomp. Dibunañ a reomp un doare teatr diazezet war ur selaou dreist-aketus, ha red ar c’homzoù divoutin. Kinnig a reomp e kredfemp en em welout, klevout an eil re ar re all. Ha n’eo ket hen ober evit ober van. Hen ober da vat ne laromp ket! Dre an teatr-mañ e sav ur goulenn ennomp : piv omp-ni, maouezed, brezhonegerien, tud distabilaet, breskaet, divroet, an holl ac’hanomp ha ne vezomp ket kaset gant tizh bras an doare nemetañ da soñjal, tizh ar muiañniver ? Piv omp-ni, e vez graet ac’hanomp “an dud” gant an dud?

Reiñ dre g/Kengo <<<

Prientet hon eus un nebeut profoù d’ar re a skoazell deomp:

15€ (d.l.e 5,10€ goude an distaol talioù)
ur gerig trugarekaat hag unan deus an tri badj krouet gant Stephanie Doroche (an arzourez he deus fardet ar skritell)

25€ (d.l.e 8,50€ goude an distaol talioù)
ur gerig trugarekaat hag ar skritell krouet gant Stéphanie Doroche – da zont da dapout anezhi e Brest pe e-pad unan deus hon abadennoù.

50€ (d.l.e 17€ goude an distaol talioù)
ur gerig trugarekaat hag ur bedadenn personel da zont d’ur filaj e Brest d’an 26 a viz Even – (gell a rit kadarnaat e vioc’h o tont betek an 23 da noz, o skrivañ deomp).

200€ (d.l.e 68€ goude an distaol talioù)
ur gerig trugarekaat, ur bedadenn personel da zont d’ur filaj e Brest d’an 26 a viz Even – (gell a rit kadarnaat e vioc’h o tont betek an 23 da noz, o skrivañ deomp), hag ar skritell sinet gant pep den ar skripailh krouiñ.

Trugarez deoc’h evit ho souten!

Reiñ dre g/Kengo <<<

 

Leave a Reply

Your email address will not be published. Required fields are marked *

You may use these HTML tags and attributes: <a href="" title=""> <abbr title=""> <acronym title=""> <b> <blockquote cite=""> <cite> <code> <del datetime=""> <em> <i> <q cite=""> <s> <strike> <strong>

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.