Privezioù Publik e miz du ha kerzu

C’hoariet e vo Privezioù Publik 

d’ar sadorn 12 a viz du 2016 da 8e30 d’abardaez e Ti ar Sonj e Lokorn evit Festival Teatr Brezhonek &…

d’ar sadorn 3 a viz kerzu 2016 da 8e30 d’abardaez er Mac Orlan e Brest.

Diverradenn ar pezh :
Privezioù ez eo ur ger a gas da soñj en dachennoù prevez ha dibublik. Privezioù publiks a zo neuze dioute ur c’hroazh-hent daou du, o vezañ lec’hioù personnel, lec’hioù an tabou hag ar pezh vez da guzhat, pa vezont ivez evit ar maouezed lec’hioù gwir emgav pe tremen dianav. Pep frailhenn zo da gaout er gevredigezh a da vezañ kavet eno ivez : disheñvelderioù yezhoniel, sokial, sevenadurel, disheñvelderioù seksuel ha reizhel. An aon rak an traoù lous, hag ar pezh a weler e-barzh.
C’hwezhioù ar re all.
El lec’h prevez ha publik-mañ, en ur greizenn goñvers lec’h bennak e Breizh, e vez maouezed o tremen, ha e tizoloer an darempredoù etreze.

Divyezheg eo ar pezh, hag ustitlet eo an abadenn, neuze e c’hellit dont gant mignoned ne zeu ket ar yezh ganto.

Evit lakaat mirout ur blasenn e Lokorn d’an 12 a viz du, skrivañ da tiarsonj@gmail.com. Evit lakaat mirout ur blasenn er Mac Orlan  d’an 3 a viz kerzu, skrivañ da strolladparitito@gmail.com.

 Larout a reont o sonj diwar-benn ar pezh: Juan, Alexandre hag ar re all

Leave a Reply

Your email address will not be published.

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.