Privezioù Publik e Brest er Mac Orlan

Skritell Privezioù Publik - web.jpeg

C’hoariet e vo Privezioù Publik er Mac Orlan e Brest d’an 3 a viz kerzu 2016 da 8e30 d’abardaez.

Ustitlet eo ar pezh, neuze e c’hellit dont gant mignoned ne zeu ket ar yezh ganto.

Ken vioc’h gwelet eno!

 

Diverradenn ar pezh :
Privezioù ez eo ur ger a gas da soñj en dachennoù prevez ha dibublik. Privezioù publiks a zo neuze dioute ur c’hroazh-hent daou du, o vezañ lec’hioù personnel, lec’hioù an tabou hag ar pezh vez da guzhat, pa vezont ivez evit ar maouezed lec’hioù gwir emgav pe tremen dianav. Pep frailhenn zo da gaout er gevredigezh a da vezañ kavet eno ivez : disheñvelderioù yezhoniel, sokial, sevenadurel, disheñvelderioù seksuel ha reizhel. An aon rak an traoù lous, hag ar pezh a weler e-barzh.
C’hwezhioù ar re all.
El lec’h prevez ha publik-mañ, en ur greizenn goñvers lec’h bennak e Breizh, e vez maouezed o tremen, ha e tizoloer an darempredoù etreze.

Divyezheg eo ar pezh, hag ustitlet eo an abadenn, neuze e c’hellit dont gant mignoned ne zeu ket ar yezh ganto.

Evit lakaat hoc’h anv ha mirout ur blasenn : strolladparitito@gmail.com

Larout a reont o sonj diwar-benn ar pezh: Juan, Alexandre hag ar re all

Leave a Reply

Your email address will not be published.

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.