Staj c’hoariva forum – teatr ar re wasket

Staj TOStaj e brezhoneg war teknikoù an teatr forum

e Presbital kozh Landelo (29), d’ar 6 ha 7 a viz even 2015

gant Mélanie Giotto, Anael Guyomarc’h ha Mai Lincoln, deus strollad Paritito – Kenaozet eo ar staj gant kengevredigezh C’hoariva.

Pal ar staj a zo dizoleiñ mont-endro an teatr forum e korf un dibenn-sizhun. Er staj-mañ e vo labouret war un tem: implij gwir ar brezhoneg el lec’hioù foran hag er vuhez prevez. Setu amañ da heul un nebeut goulennoù & boued preder araok kregiñ ganti: Daoust hag omp lip da implij ar yezh faot deomp e pep lec’h? Betek peseurt poent? Daoust e chench yezh-mañ-yezh hon darempredoù sokial e keñver ar re all? Penaos? Peseurt mod darempredoù etre ar re a oar hag ar re ne oar ket? Penaos deskiñ ar yezh pa ne fell ket d’ar re all kaojeal ganeomp? Ha perak e rafent?
Evel m’emañ boaz e c’hoariva ar re wasket e labourimp gant hon istorioù dastumet er vuhez gwir. Fent a vo, eus e vo!

Lakit hoc’h anv o skrivañ da c’hoariva e <choarivabrezhonek@gmail.com>!

Evit gouzout hiroc’h…

Petra eo an teatr forum?
Teknikoù an teatr forum a zo perzh deus ar binviji savet gant Augusto Boal evit teatr ar re wasket, un teatr politikel ha sokial. Un abadenn teatr forum ez eo he fal lakaat ar saliad da gemer perzh, ha da zont war al leurenn da c’hoari war ar prim gant ar gomedianed, evit kenijinañ doareoù emzifenn.
C’hoariet e vez, ur wech kentañ, un istor berr a zo tristig e achumant – un istor deus ar vuhez a-vremañ hag a ziskouez ur gwask o vezañ trec’h war an dud.
M’eo a-du ar saliad ez eo ur gudenn wir ha pouezus a zo bet kinniget dezhi, e vo adc’hoariet ar memes senenn ur wech adarre, met an arvesterien a vo bremañ da emelliñ, ha da ginnig diskoulmoù d’an afer dre gemer plas ar re wasket, pe grouiñ kengred tro-dro dezho…

Penaos e vo labouret ?
– Kinniget e vo deoc’h reolennoù diazez an teatr forum.
– Savet e vo senennoù a-strolladigoù da gentañ gant skoazell an teir stummerez.
– Savet e vo senennoù war ar prim, en ur implij istorioù simpl ar vuhez gwir.
– Asambles e vo kaset un nebeut anezho d’ur stad e c’hellfent bezañ c’hoariet gant ur publik a gemerfe perzh en abadenn.

War-lerc’h ar staj e vo gouiet ganeoc’h :
– Penaos e ya endro un abadenn teatr forum.
– Petra eo karg ar joker en teatr forum.
– Implij reolennoù diazez ar sevel senennoù evit kas un istor d’ober forum war al leurenn.

Digor eo ar stummadur d’an holl gomediane.ze.d, amatour pe a-vicher E Brezhoneg e vo kaset ar staj

Priz ar staj :
– 80€ an dibenn sizhun / 40€ arrez
– 60€ evit studierien pe dud dilabour / 30€ arrez

Ma n’och ket ezel eus C’hoariva pe o kemer perzh en ur strollad ezel eus C’hoariva e rankoc’h paeañ ar skodenn : 10 €.

– ‘Barzh ar priz-mañ : bod ha boued e Presbital kozh Landelo evit ar Sadorn noz
– Da gas ganeoc’h : boued evit an dijuni hag ar predoù kreisteiz + ur sac’h kousket

Evit lakaat ho anv : Skrivit da C’hoariva : choarivabrezhonek[@]gmail.com


Ar stummerezed, Mai Lincoln, Anael Guyomarc’h & Mélanie Giotto

Paritito girlsC’hoariet he deus Mélanie e-pad dek vloazh er groupe relais du théâtre de l’opprimé.e nantais war lerc’h un aotreegezh war al lizhiri hag ar c’hoariva e skol-veur Naoned. Krouet he doa ivez ur strollad feminist, l’arsenale, hag a denne un implij diabarzh deus teknikoù an teatr forum evit skoazell d’ar merc’hed en em zifenn gant ar gerioù. Boaz eo da labourat war temoù liesseurt :
digoradur bed an arzoù d’an holl, an droad neptu da choazh e vicher, ar palforserezh, ar gistierezh, ar brizherezh, feulster aenep ar re zibapereet, ar sevel kengred er straejoù, hag all.

« Politikel kenañ ez eo pal an teatr forum dre ma lak da bal reiñ ur benveg d’an dud da ziskoulmañ kudennoù asambles, o kenijinañ teknikoù emzifenn. Disheñvel-kreñv e vez an teatr forum deus furmoù politikel all avat, dre ma nac’h implij ideologiezh ebet. Ar gomedian.ez.ed n’eo ket o c’harg lakaat kemenadenn-mañ-kemenadenn da dremen. N’o do ket dre ret da gaout ar respont d’ar gudenn a ginnigont zoken. Ar sal an hini eo he do da labourat war an diskoulmoù da zegas. Laosk a ra ac’hanomp neuze kensoñjal e-barzh diskoulmoù pleustrek. Deuet eo c’hoant din eskemm gant brezhonegerien tro-dro d’an teknikoù-se, evit gwelet ma vefe posupl krouiñ ur strollad e Penn-ar-Bed

Goude bezañ bet o c’hoari evit Mouchig-dall, an abadenn skinwel evit ar vugale, ez eus fellet da vMai mont pelloc’h war ar c’hoari pezh. E-pad bloaz eo bet stummet e skol c’hoariva Brest. Fellout a ra dezhi lakaat war al leurenn gerioù, komzoù ar vuhez gwirion. Evit mont pelloc’h war an hent-se he deus heuliet Mai nevez’zo ur stummadur e Pariz war an teatr forum. Gant ar gompagnunezh NAJE he deus gellet deskiñ diazezoù c’hoariva Augusto Boal.

« Santadurioù kreñv am eus bevet ar wech kentañ on pignet war al leurenn e-pad un abadenn teatr-forum. Ken direizh e oa ar senenn c’hoariet dirazon ne oan ket gouest da chom azezet er publik. C’hoant em boa da cheñch an istor. Ha me war al leurenn o respont d’ar gwasker gant va gerioù ha va c’horf. Enervet, fromet, aonik, hegaset… bevet em eus ur bern santadurioù en un nebeut eilennoù. Whao! Ober a ra vat d’an den en em zifenn hep aon, pa ouezer n’eus riskl ebet. »

Dont a ra Anael deus bed al levrioù, etre stal-levrioù ha levraouegoù, ha deuet eo d’ar c’hoariva da lakaat bev ar gerioù. Plijout a ra dezhi c’hoari gant gerioù tud all ha reiñ dezhe da vezañ klevet. E brezhoneg he deus c’hoariet tudenn Maria e pezh-c’hoari Yerma (Federico Garcia Lorca / strollad Penn ar Bed).
Graet he deus anaoudegezh gant c’hoariva ar re wasket owelout ur pezh-c’hoari kinniget gant ar strollad NAJE, hag eo bet hi stummet ganto war-lerc’h.

« Kreñvoc’h en em sentan bremañ. Gwelloc’h ha buhanoc’h e spurmantanan taolioù gwaskañ o tont. Aesoc’h vez din laret « nann, ne rin ket avat !», ha klask strategiezhioù evit en em dennañ. »

Leave a Reply

Your email address will not be published.

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.