C’hoariet e vo Privezioù Publik e MJC Douarnenez d’an 18 a viz meurzh 2016 da 7e d’abardaez.
Kenaozet eo an nozvezh gant an MJC, Emglev Bro Douarnenez ha Planning familial Douarnenez.
Da heul an abadenn e vo kaset gant ur c’hendiviz gant ar Planning. Tapas e-leizh hag evaj a vo da gaout war al lec’h.
Ustitlet eo ar pezh, neuze e c’hellit dont gant mignoned ne zeu ket ar yezh ganto.
Ken vioc’h gwelet eno!
Evit mirout ur plas, pellgomzit d’an MJC : 02.98.92.10.07