Abadenn gentañ Privezioù Publik

Abadenn gentañ Privezioù publik  da 8e30 d’abardaez en Eskevien (Esquibien, sal c’hoariva Georges Madec).

Testenn gant Mélanie Giotto:Skritell Privezioù Publik - web.jpeg

E-barzh privezioù publik ur greizenn goñvers en ul lec’h bennak e Breizh e kej maouezed ‘zo, ha da gomz. Prest oc’h ? N’int ket maouezed mod kelaouenn Elle, ar re-mañ ! C’hoarzhin, bevañ, dañsal, butuniñ ha stourm a reont kement ha ma zo tu. Komzoù dibosupl vez eskemmet, ha selaouet a-hervez. Ha neuze e teu Libellule. Piv eo ar vaouez-mañ ha petra an diaoulez eo an anv-se da gentañ penn? Penaos e ra-hi evit bevañ e-touez merc’hed hepken ? Ar wirionez eo a vez laret ganti ? Ha dreist-holl, piv a zo o kousket er privezioù ha piv a zo o leñvañ a-dreñv an nor ?

Leurenniñ ha ren aktourezed: Véronique Hélies ha Laors Skavenneg

O c’hoari: Anael Guyomarc’h, Mai Lincoln, Tifen Linéatte, Bleuenn Raynaudon, Stéphanie Coquillon.

Treuzkas komzoù: Mélanie Giotto

Krouidigezh gouleier: Sabine Hulin

Krouidigezh son: Laors Skavenneg

Dañs a-vremañ: Mélanie ha Julie Jouitteau

Kinklañ: Emile Gwegen

Ustitlañ: Mélanie Giotto

Gant mouezhioù mesklet  :
Béatrice Bazin, Mona Caroff, Pauline Daniel, Laetitia Fitamant, Sarah Floc’h, Virginie Fromentin, Mélanie Giotto, Véronique Hélies, Céline Hervier, Yeun Lagadeg, Laors Skavenneg, Géraldine Marrec, Marijo Mellouet, Anne-Sophie Le Gall, Solène Le Gal, Catherine Le Dantec, Thierry Le Dantec, Isabel Pineau, Johanna Politi, Héléna Prigent, Anjela Stephan, ha Domitille Tap.

Skritell : Stéphanie Doroche

Padelezh an abadenn : 1e15

Tu ‘zo mirout plasoù o pellgomz d’an ti ker d’ar 02 98 70 02 76.

priz: 8 pe 5 euros