Lennadenn Privezioù Publik ha teatr forum

D’an 18 a viz mae da 7e noz e MJC Montroulez e voe kinniget gant Paritito lennadenn publik gentañ pezh-c’hoari Privezioù Publik. Ken niverus e oa an arvesterien m’omp ket rediet nac’hañ d’un nebeut tud dont tre (mil zigarez d’ar re o doa lonket hent evit dont – abegoù surentez gwir a oa). Heuliet e voe al lennadenn gant un abadenn teatr forum digor d’ar publik da gemer perzh, ha da glask chench an istor en tu faote dezho.

Kenaozet e voe an abadenn gant strollad Ar Reuz, ha noa kaset ul labour atersiñ d’an dud a-vicher war an dachenn abaoe miz du! Achuet eo bet an nozvezh gant un diviz-apero diwar-benn ar raktres strollad planning e Montroulez. Trugarez da dout ar re o doa roet dorn deomp!

lennaden PP  forum  o klask chench Leila!

O klask skoazell Marjanik  O klask frealzin Marjanik  Souten Marjanik er c'homiserdi

affiche 18 mai  arvesterien-kenc'hoarierien